Stal ar brezhoneg
Kasadennoù dindan berr amzer - Paeamant gwarezet 
  Brezhoneg - Français

 

KLASK
 
Fichenn ditouriñ
Ar marc'h glas

Levr e brezhoneg
Rummad : Romant

Skrivagner : Riwal Huon

     « Diwar ar bern patatez er c’hrignol e huchen a-bouez-penn war gement ton, d’an neb a venne selaou : — Gant patatez Jili ’vez maget tud an ti ! Patatez Jili a zo tout… disi. Jili eo ma zad. »
« E Kerango e oa lusket hor buhez gant an avel, ar glav, gwrez an douar. Muzik yezh ma bro, momeder al labour, hini ma zud, hon amezeien, ha liammoù start gant Lan ma breur, a gase dañs ar vuhez en-dro. Pegeit e padas ar vuhez-se ? Amzer didermen ar vugale. »
« ...Tamm-ha-tamm e savas c’hwezh ar gwin fall e pep korn eus an ti.. .»
Diwar neuze ez a Gwenole gant e dud hag e vreur Lan, etrezek kêr, an tier bras, bed ar skol, hini al labour, disachet ha nec’het gant ar bed-se. Kuitaet e vugaleaj disoursi gantañ, « hep hiraezh na keuz » e teu skiant dezhañ e-ser chom da ruzal war bankeier liorzh ar C’hastell-Ruz, e straedoù kêr Vrest, pe ouzh taol ostaleri ar Rouzegan : poent eo dezhañ toullañ e hent er vuhez. Sekredoù buhez an dud deut, Jili ha Mathilde e dud, re Marsou an toer, gwir vignoniezh e vreur Lan, sioulder Treñvor, faltazi Marie-Anne... hag e veaj etrezek ur vro all.

Embannadur : Here 2010
Golo gwevn
172 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 205 g.
Embanner : Al Liamm •  ISBN : 978-2-7368-0080-2

  12.00 € TTC  
Er stok
 
 
Ma fanerad
0 tra enni

>> Da zizoleiñ <<

 

Titouroù
• Mizoù-kas
• Paeamant gwarezet
• Ur goulenn ?
   Klask@bzh5.com
   02 98 99 46 72
     

Divizoù gwerzhañ hollek • Mont e darempred ganeomp

© 2006 Bzh5 Ltd - Klask.com zo meret gant Bzh5 Ltd. Siret : 430 250 779 00021