Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Yann-Fulub Dupuy
Petra eo al luc’hskeudenn-se eus un iliz-veur bet gwelet biskoazh gant gour ha diskoachet gant ur paotrig en ur skouerenn gozh eus Buhez ar Sent ? War be du e troio planedenn an denelezh e-kreizig-kreiz Amazonia ?
Petra zo boutin ’ta d’an holl dud kozh lazhet e mareoù serr-noz e kornôg ar vro hag a roio bec’h d’an enseller Eganton Kergrist ha d’e gomper saoz ? Dre benaos e tenno da vraz un tamm chikan etre ur bugelig amsent hag e dad hollvrudet ?
Petra a ra d’un ofiser a bolis diskenn daeroù e dibenn e enklask ? Sed amañ pemp goulenn hag a vo roet pep a respont dezho gant an danevelloù – pe ar c’hontadennoù – a lennoc’h el levr-mañ.
Embannadur : Here 2019 Golo gwevn 214 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 225 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-97-6
 |
11.00 € TTC  Er stok |
|