Stal ar brezhoneg
Kasadennoù dindan berr amzer - Paeamant gwarezet 
  Brezhoneg - Français

Embannerien

      Urzhiañ dre anv A-Z
• Keit Vimp Bev (277)
• Al Liamm (157)
• An Here (156)
• TES (117)
• Bannoù-Heol (80)
• An Alarc'h Embannadurioù (73)
• Yoran Embanner (71)
• Mouladurioù Hor Yezh (63)
• Beluga (46)
• Sav-Heol (39)
• Al Lanv (36)
• Hor Yezh (29)
• Skol Vreizh (29)
• Aber (19)
• Coop Breizh (17)
• Dizale (14)
• Skol (14)
• Delioù (12)
• Skrid (9)
• BZH5 Ltd (8)
• Embannadurioù Goater (8)
• Imbourc'h (8)
• An Treizher (7)
• An Amzer embanner / Le Temps Editeur (6)
• Éditions Apogée (6)
• Skol an Emsav (6)
• Tir (6)
• Rubéüs Editions (5)
• P'tit Louis (4)
• Kalanna (3)
• Kerjava (3)
• Nadoz-Vor Embannadurioù (3)
• Stur (3)
• À l'Abordage (2)
• Ar Gripi (2)
• France 3 Ouest / JPL Films (2)
• Aérolyre (1)
• Albert René (1)
• Allah's Kanañ (1)
• Amzer Nevez (1)
• An Dalar (1)
• Anagrammes (1)
• Auzou (1)
• Barn (1)
• BNC Productions (1)
• Brennig ar C'hurnig (1)
• Buda Musique (1)
• Casterman (1)
• Dargaud (1)
• Diwan (1)
• Éditions Chapitre (1)
• Éditions du Temps (1)
• Embannadurioù ar Mendu (1)
• Emglev An Tiegezhioù (1)
• Frifurch/Le P'titFureteur (1)
• Goasco Music (1)
• IMAV éditions (1)
• Jeux Bordier (1)
• Kaze (1)
• KDM (1)
• Kendalc'h (1)
• Kreizenn ar son (1)
• Kuzul ar Brezhoneg (1)
• L'Oz production (1)
• Les Amis du Bois (1)
• Les Petits Chemins (1)
• Lionel Buannic Krouiñ (1)
• Mignoned Anjela (1)
• Millefeuille (1)
• Pois Chiche Films (1)
• Preder (1)
• Rêve en Saule (1)
• Soleil (1)

 

KLASK
 
Fichenn ditouriñ
Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille

Levr brezhoneg-galleg
Rummad : Geriadur

Skrivagner : François Vallée

     Evit mirout na vije na kollet na strewet e labour dastum en doa lakaet Frañsez Vallée keinañ ar follennoù, ar pezh a ra tri fikol levr en holl. Al levrennoù-se n’int bet morse lakaet war wel d’an holl ha deuet e oa ar mare d’o embann hag adreiñ d’ar vrezhonegerien ul lodenn eus teñzor o yezh.
An dornskrid a oa e dalc’h ar c’hlasker Gwennole ar Menn (1938-2009). Prizius ha dedennus eo an danvez abalamour d’ar yezh, d’an dibaboù, d’an distagadur ha d’an takadoù-bro dibabet e-lec’h ma chom c’hoazh labour d’ober war studi ar brezhoneg. Kaset eo bet al labour embann en-dro gant Kuzul ar Brezhoneg gant skoazell skiantel Herve Sebille Kernaudour.
Labour Frañsez Vallée bet graet d’ur mare ma oa ar brezhoneg yezh al lodenn vrasañ eus ar gevredigezh e Treger-Goueloù a adro dimp gerioù ha stummoù lavar bet kollet pe ankouaet a-hed ar bloavezhioù. Diskouez a ra sklaer pegen pinvidik eo bet ar yezh ha pegen aes e veze lakaet, gant ijin, ar yezh da glotañ, gant an teknikoù modern hag ar vuhez pemdeziek, hep ankounac’haat ar fent hag an troioù-lavar niverus. Gouzout a rae Frañsez Vallée pegen pouezus oa mirout dre skrid ar pezh a c’helle mont da get bep ma varve ar vrezhonegerien.
Pep hini a c’hello bremañ dizoloiñ pe addizoleiñ an teñzor-se, zoken en tu all da harzoù Treger ha Goueloù : yezhourien, klaskerien, studierien, konterien ha kement hini dedennet gant ar brezhoneg. Ouzhpenn dastum gerioù en deus keñveriet Frañsez Vallée anezho ivez gant stummoù all e Breizh a-bezh hag a-wechoù gant ar c’hembraeg pe zoken ar c’herneveureg.
Displegadennoù ar gerioù a zo e galleg peurvuiañ ha daveoù al lennadennoù resis evit pep hini.
Ur c’hantved goude, oberenn dibar Frañsez Vallée a ro deomp an tu da binvidikaat hor yezh ha da wellaat hon anaoudegezh ha gwrizioù ar brezhoneg. Notennoù yezh a zo bet ouzhpennet gant meur a zen evit sklaeraat poentoù ’zo ha pinvidikaat c’hoazh muioc’h al labour hep e bar-se.

Embannadur : Gwengolo 2014
Skeudennet e gwenn ha du - Golo karton
580 pajenn - Mentoù : 19 x 24,6 cm - Pouez : 1280 g.
Embanner : Kuzul ar Brezhoneg •  ISBN : 978-2-916835-57-0

  42.00 € TTC  
Er stok


Gwirioù miret strizh gant an embanner - Difennet eo adimplijout ar skeudenn-mañ
 
 
Ma fanerad
0 tra enni

>> Da zizoleiñ <<

 

Titouroù
• Mizoù-kas
• Paeamant gwarezet
• Ur goulenn ?
   Klask@bzh5.com
   02 98 99 46 72
     

Divizoù gwerzhañ hollek • Mont e darempred ganeomp

© 2006 Bzh5 Ltd - Klask.com zo meret gant Bzh5 Ltd. Siret : 430 250 779 00021