
|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Paol ar Meur
“Dibradit ouzh stur ur billig nij evit beajiñ e Breizh en amzerioù da zont. Plijadur ’vo, me ’lâr deoc’h, o tañsal ar c’host al loar gant Meurzhiadezed pedergarek heneuz.
Diwallit koulskoude ! Ne vo ket dizañjer, na tost. Korriganed punk a glasko c’hoari troioù kamm deoc’h. Ezhomm ’vo eus ur penn-bazh lazer evit taliñ outo.
Arabat dreist-holl faziañ diwar ho hent. Bez e c’hellfec’h douarañ e kornad spontus ar c’hallegerien ziwezhañ.”
10 danevell skiant-faltazi.
Embannadur : Mezheven 2012 Golo gwevn 106 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 160 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 987-2-86863-162-6
 |
9.00 € TTC  Er stok |
|