|  
 | Levr e brezhoneg Rummad : Yaouankiz 
 
 Skrivagner : Hiba Noor Khan
 Tresadennoù gant : Laura Chamberlain
 Troet gant : Riwal Georgelin
 
  
Ur gazhez vihan c'hris zo o kantren e straedoù he c'hêr dismantret. O klask mignoned ha boued emañ, met ne gav den ebet na mann ebet. Un deiz e tegouezh ganti un den ha n?anavez ket. Hemañ a ziskouezo dezhi e c'haller kavout tud jentil atav, pa vezont klasket.
 Un istor gwir : posupl eo kaout spi e-kreiz ar brezel, bezañ jentil e-mesk ar reuz, ha n'eus forzh piv a c'hall bezañ kalonek.
 
 
Embannadur : Gwengolo 2021Skeudennet e liv - Golo karton
 30 pajenn - Mentoù : 22,5 x 22,5 cm - Pouez : 335 g.
 Embanner : TES   ISBN : 978-2-240-05364-0
 
|  | 
  14.00 € TTC   Er stok
 |  |