
|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Yann-Ber Kemener
Pegen kaer eo inizi Bro-Hellas dindan an heol en hañv gant ar mor glas tro-dro dezho ! Met piv a oar ez eus bet enno kampoù-bac’h n’eus ket keit-se ?
Kement ha gouzout hiroc’h ez eomp da heul Demokritos, ur soner bouzouki, war roudoù e vestr, ar sonaozer brudet Mikis Theodorakis, a zo aet d’an Anaon e miz Gwengolo 2021.
Ur romant faltazi gant darvoudoù gwirion an hini eo, un odise, un imram war hentoù luziet istor an demokratelezh, ur brederiadenn war gwrizioù don mab-den hag ur mod da dizhout ar frankiz dre ar sonerezh hag ar varzhoniezh.
Hag ouzhpenn-se un darempred nez-kar etre an div dudenn bennañ…
Embannadur : Here 2025 Golo gwevn 170 pajenn - Mentoù : 13 x 21,5 cm - Pouez : 225 g. Embanner : Skol Vreizh ISBN : 978-2-36758-182-8
 |
13.00 € TTC  Er stok |
|