
|
Livre en langue bretonne (non unifiée) Catégorie : Nouvelle(s)
Auteur : Jean-Claude Ruyet
A-oll-viskoazh e klask an denion ar Wirionez.Hervez lod ema bet kavet dija, ha pell zo. Evid lod arall e chom kuzh. Evid Pirandello eh eus ur wirionez da beb unan. A-benn ar fin, e gwirionez (!), e chom an den gant ar mister.
Mez hiziw-en-deiz, setu brasaet ar mister c’hoazh, pa glask tud zo, tort o eneioù, silañ doereioù faos war ar marc’hallac’h. Kit bremañ da ouied petra zo gwir ha gwirion ha petra n’eo ket ‘med kelaouier faos ha diwir !
Eüruzamant e chom tud onest a-walc’h evid lâred ar wirionez diouzhtu ha didro : er levr-mañ, henn touiñ a raomp, ne vo kavet nemed traoù faos, koñchennoù diwanet en ur spered douget da guitaad ar bed-mañ, ken ankéniuz, evid moned da c’haloupad divrid e pradaouier divent ar faltazi.
Mar en deus graet an dra-se plijadur d’ar skrivagner e hetomp kement arall d’ar lennerion ive…
Parution : mai 2024 Broché 248 pages - Format : 15 x 21 cm - Poids : 350 g. Editeur : Skol Vreizh ISBN : 978-2-36758-167-5
 |
15.00 € TTC  En stock |
|