Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Anaïs Mahé-Le Ruyet
Teir maouez a Vro-Gwened war un enezenn a Vro-Leon: Riwanon, Loeiza he mamm ha Chann ar vamm-gozh. Dav dezho skarzhañ ar pezh a zo en un ti familh, ur bed kozh o vont da ludu evel ma lâr Riwanon.
Mouezh an teir maouez-se a glever tro-ha-tro. Kompren a reer eo liammet an enezenn gant eñvorennoù bugaleaj, gant eñvorennoù brezel, eñvorennoù karantez c’hwitet ha gwalleurioù disku-liet a dammoù evel pa vijent o zeir o lakaat pezhioù ur miltamm luziet en o flas.
Pevar devezh war an enezenn digenvez a vo re bar d’ur c’hren-douar e bed an teir maouez. E be-doù nevez en em gavo an teir maouez. Netra ne vo heñvel ken.
Embannadur : Gwengolo 2026 Golo gwevn 160 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 190 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0198-4
 |
13.00 € TTC  Er stok |
|