
|
Levr e brezhoneg Rummad : Barzhonegoù
Skrivagner : Malo Bouëssel du Bourg
An dibab barzhonegoù a ya d’ober Roc’h Stur a zo bet dastumet a-hed ar bloavezhioù, daoust ma n’int ket kinniget amañ diouzh red an amzer. Lod a oa bet embannet tu pe du dija (Al Liamm, Anagramme, Keit Vimp Bev, Le Petit Véhicule, Littérale, Skol Vreizh...).
Ar re goshañ a oa bet skrivet e galleg. Ar re-se zo bet adwelet don. Treiñ a dalvez cheñch kalon ha n’eo ket cheñch dilhad nemetken.
Kement-se a zo kaoz ez eo ken liesseurt barzhonegoù an torkad-mañ, a-fet awen ha stumm. Karantez, kañv, stourm ha treuzkas, burzhud ar vuhez... Emichañs e kavo pep lenner e hent dezhañ e-unan etre pajennoù Roc’h Stur, ar garreg gwell-anvet-se a weler e-kreiz bae Perroz-Gireg, dirak enezeg ar Jentilez.
Skeudennaouet eo bet al levr gant pemzek pezh-engravet savet gant an arzour-neuziañ Visant Lemesle, staliet e Sant-Briag.
Embannadur : Meurzh 2026 Skeudennet e liv - Golo gwevn 152 bajenn - Mentoù : 16 x 22,5 cm - Pouez : 120 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0194-6
 |
15.00 € TTC  Er stok |
|