
|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Joel Donarzh
Peder lodenn a ya d'ober al levr-mañ, peder mammenn disheñvel. An amzer grenn. Krenn evel ur skoulm diaes da zieren, krenn evel krennard hag an hiraezh d'ar yaouankiz. Skoulmoù ha rannoù. Evel er vuhez.
Hag amañ emeur e kalon pennadoù-amzer bev ha fetis. Darvoudoù, oberiantizoù, lennadennoù, filmoù, baleadennoù… dindan saour ha bec'h an amzer. Ha pe liv 'vo gant an amzer da zont ? Peadra zo da chom en entremar…
Istorioù berr a gaso al lennerien war hent an ijin, ar faltazi rak Joel Donarzh a oar silañ broud ha preder evit reiñ blaz d'e oberenn.
Embannadur : Here 2024 Golo gwevn 72 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 80 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0180-9
 |
7.00 € TTC  Er stok |
|