 
  | 
 Levr galleg-brezhoneg Rummad : Yezhadur  
  
Skrivagner : Émile Granville 
 
      Ha c'hoant ho pefe da lakaat un tamm gouloù war implij ha ster ar rakgerioù hag al lostgerioù brezhonek ? 
Digeriñ a ra al levr-mañ deoc'h dorioù atalier ar gerioù brezhonek. Kavout a reer ouzhpenn 300 rakger pe lostger ennañ, o kontañ ivez an anvioù-gwan hag an anvioù bet lakaet da rakgerioù. Pep meneg a zo skeudennaouet gant skouerioù niverus. 
Dibarder al levr-mañ a zo moarvat bezañ strollet ar rakgerioù hag al lostgerioù pennañ hervez dodennoù implij anezho, en eneb d?ul listennad lizherennek rik. Diwar-se e spurmant mont en-dro hollek ar binviji-yezh a c'hellomp ober ganto evit ur gwellañ implij eus ar brezhoneg. 
Kavet e vo el levr 17 rann : 1) Lec'hiañ  2) Lec'hioù, Strolloù hag Elfennoù  3) Kementadiñ  4) Ober  5) Nac'hañ  6) Dispriziañ  7) Stummañ an anvioù-gwan  8) Perzhegañ an dud  9) Perzhegañ an traoù  
10) Perzhegañ ar mennozhioù  11) Rakgerioù kozh adnevesaet  12) Rakgerioù implijet nebeutoc'h  13) Lostgerioù implijet nebeutoc'h  14) Lostgerioù yezhadurel all  15) Rakgerioù amprestet digant ar galleg  16) Lostgerioù amprestet digant ar galleg  17) Anvioù-gwan pe anvioù lakaet da rakgerioù.  
O kompren ervat ar rakgerioù e c'heller meizañ gwelloc'h ivez krouidigezh an nevezc'herioù. Lakaat a ra an oberour, pep an amzer, ar gaoz war perzhioù mat pe fall dibaboù zo.
Eil embannadur gant 50 pajennad ouzhpenn. 
 
Embannadur : Meurzh 2022 Golo gwevn 200 pajenn - Mentoù : 21 x 30 cm - Pouez : 550 g. Embanner : Embannadurioù ar Peniti   ISBN : 978-2-9582286-0-6 
  | 
  15.00 € TTC    Er stok  | 
 
 
  |