(Skeudenn ebet)
|
Levr e brezhoneg Rummad : Istor, glad
Skrivagner : Jean-Jacques Monnier Troet gant : Patrice Marquand
Penaos anavezout istor Breizh ? Ket er skol nag er skinwel m'eo dianavezet a-grenn enno. Hep mar ebet ez eus kalz a levrioù, a-feson alies, met penaos derc'hel soñj eus ar pep retañ evit kompren an harozed, ar monumantoù, an anvioù-lec'h, ar glad, puilh en-dro deomp, hag a verk an dremmvroioù abaoe tost da 7 000 bloaz ?
Abaoe 2018 ez eus bet savet ur strollad tud entanet, er gevredigezh Istor ha Sevenadur Breizh, evit ma c'hellfe an dud a bep oad stankañ o mankoù.
Dre ar sinergiezh-se ez eus gellet genel e Landevenneg Breizh Odisea, Kreizenn displegañ Istor Breizh, hag embann al levr-mañ neuze, ma c'heller gantañ, a-hed an 60 pennad skeudennaouet gant teulioù estlammus, kompren Istor meur Breizh ha Breizhiz.
Ra ma raio d'ar brasañ niver anavezout un amzer dremenet a voe meur ha teurel frouezh en dazont ma fell d'an dud da vihanañ ?
Embannadur : Here 2025 Skeudennet e liv - Golo gwevn 192 pajenn - Mentoù : 16,5 x 24 cm - Pouez : 600 g. Embanner : Embannadurioù Breizh Odyssée ISBN : 978-2-9594197-1-3
 |
14.90 € TTC  Er stok |
|