Levr e brezhoneg Rummad : Yaouankiz
Istor ha tresadennoù gant : Joe Todd-Stanton Troet gant : Tifenn Merien
E kreiz-kreiz un toull-lastez... ez eus ur robotig torret o tihuniñ.
N’en deus ket soñj eus pelec’h eo deuet nag abaoe pegeit emañ aze, met gouzout a ra n’eo ket amañ e lec’h.
En em lakaat a ra neuze da furchal en e eñvorennoù evit adkavout an ti en doa anavezet gwechall.
Met ar pezh a vo kavet gantañ a c’hellfe bezañ disheñvel diouzh ar pezh en doa soñjet… ha bezañ an dra a vanke dezhañ evit bezañ an-unan ha bezañ sur ez eus ul lec’h ma vezer gortozet.
El levr ez eus ur c'hod QR da skanniñ gant ho pellgomzer hezoug evit selaou ouzh an istor.
Embannadur : Meurzh 2026 Skeudennet e liv - Golo karton 40 pajenn - Mentoù : 23 x 27 cm - Pouez : 435 g. Embanner : Timilenn ISBN : 978-2-487271-06-7
 |
14.00 € TTC  Er stok |
|