
|
Levr bannoù-treset e brezhoneg Dastumad Tintin
Istor ha tresadennoù gant : Hergé Troet gant : Martial Ménard
Ur redadeg leun a virvilh eo "Ar Skouarn dorr" (1937). Mont a ra Tintin war-zu Suamerika evit adtapout un delwenn laeret. A bep seurt elfennoù zo liammet ouzh al laeroñsi-se gant an arme, an dachenn ekonomikel, brezel ar Gran Chaco o vezañ lakaet Bolivia ha Paraguay an eil a-enep egile e-pad tri bloaz.
Laeret ez eus bet un delwenn arumbaya... distroet d'he mirdi goude-se. Met ur munud a ziskouez da Dintin n'eo ket an hini orin a zo bet distroet, un eiladenn eeun ne lavaromp ket. Peseurt kevrin zo a-drek an delwenn-mañ evit ma fellfe d'an dud kuzhat he laeroñsi ?
Mont a ra Tintin war-zu Suamerika e-lec'h ma kaver, hervezañ, alc'hwez ar skoulm-se.
Embannadur : Mae 2025 Skeudennet e liv - Golo karton 62 bajenn - Mentoù : 22,5 x 30 cm - Pouez : 485 g. Embanner : Bannoù-Heol ISBN : 978-2-487785-05-2
 |
11.95 € TTC  Er stok |
|