
|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Julien Gracq Troet gant : Thomas Loyer
Danevell ar gortoz eo da vat « Ar c’hourenez » ; kontañ a ra devezh ur paotr, anvet Simon, o c’hortoz e garedig Irmgard e-tal ar mor, e Bro-Gwenrann.
Dre m’emañ pell ar plac’h karet, ha ma ne oar ket Simon hag-eñ e teuy zoken, ne chom anezhi nemet ur skeudenn cheñch-dicheñch, hervez red ar faltazi hag an eñvorennoù spis pe spisoc’h. Tra ma tihun en daneveller tro-ha-tro c’hoant hag enkrez, ez eer don en e santimantoù gwirion, pell diouzh pep romantelezh.
Blaz an hiraezh, ar c’herse, an anken, ar vlizoni, an enoe, a zo gant ar mare-se, a denn da aergelc’h ar vro hanter dilezet, o vorediñ goude klod ha gouloù an hañv.
Embannadur : Here 2024 Golo gwevn 140 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 130 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-215-9
 |
13.00 € TTC  Er stok |
|