
|
Levr e brezhoneg Rummad : C'hoariva
Skrivagner : Tennesse Williams Troet gant : Serj Richard
Pa zegouezh Blanche, ur vaouez bresk ha trubuilhet, e ti he c’hoar Stella e New Orleans, e ra anaoudegezh gant ur bed ha n’eo ket hec’h hini. Gant Stanley, pried gros ha dizesk Stella, e kouezh ar maskloù hag e sav un emgann dizingal etre an hunvreoù hag ar gwirvoud.
En aergelc’h tenn-se ec’h adkaver an holl demoù eo tomm-tre ar skrivagner outo : ar breskter spered, ar revelezh mouget, diskar Su ar Stadoù-Unanet, an eñvor hag an hiraezh, feulster an darempredoù etre an dud.
Embannadur : Here 2025 Golo gwevn 202 bajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 175 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-223-4
 |
14.00 € TTC  Er stok |
|