
|
Levr e brezhoneg Rummad : C'hoariva
Skrivagner : Goulc'han Kervella
D’ar poent m’edo ar C’hovid-19 oc’h ober e reuz e oa bet savet ar pezhiou?-c’hoari-man? gant Goulc’han Kervella. Ha pa oa ret, d’ar mare-se, dougen masklou?, en doa bet ar son?j d’o skrivan? e doare Commedia dell’arte.
Gwechall e talveze seurt c’hoariva da c’hoarzhin goap ouzh siou? fall mab-den : pizhoni, gadaliezh, diouiziegezh... Siou? fall hag a laka an-unan da son?jal e plegenn ar c’hlen?ved-red : falsvedisined o profitan? eus kredusted an dud, tud debret gant an aon rak an estrenien, emgarantez diseblant ouzh yec’hed ar re all.
Kriz, gros ha fentus eo an ton, feal da stil poblek Commedia dell’arte.
Displegadennou? zo roet gant ar skrivagner a-zivout tudennou? hengounel ar c’hoariva-se. Un torkad gwerziou? ha kanaouennou? zo ivez : reou? nevez-savet ha reou? o tont eus ar Grennamzer, evel « Bosenn Eliant », rak dihunet en doa ar C’hovid-19 tasmant kozh ar vosenn ha skeud an Ankou?.
Embannadur : Here 2025 Skeudennet e liv - Golo gwevn 150 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 225 g. Embanner : Mouladurioù Hor Yezh ISBN : 978-2-86863-222-7
 |
12.00 € TTC  Er stok |
|