 
  | 
 Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)  
  
Skrivagner : Lan Tangi 
 
      En hañv 1974, en e dri bloaz warn-ugent, e krog an aozer gant un hir a veaj a gaso anezhañ betek Kornôg Afrika. Pemp lizher kaset d?e dud o tanevelliñ darvoudoù ar veaj ha daou-ugent pennad berr, pezh ne lavar ket atav en e lizheroù, a ya d?ober al levr-mañ. 
Berr ar gwenneien gantañ en em gavo gant a bep seurt tud vunut, beajourien disheñvel o fal, Afrikaned sichant, merc'hed degemerus hag ivez trafikerien, laeron, maltouterien ha soudarded nec'hus. Ur veaj arvarus a-wechoù, e broioù distabil diouzh mareoù trubuilhet. 
Al luc'hskeudennoù a ya gant an destenn zo diwar lagad Gilles Pouliquen, bet o pourmen er memes lec'h hag en em gavet a-wechoù gant ar memes tud. 
Ganet e 1951, en deus embannet Lan dTangi un torkad barzhonegoù : Mousafir, e 1997 (priz Langleiz 1998 ha priz Imram 2001) ; daou levr danevelloù : Da Goulz an Avaloù (2001), Diwar an Uhel (2007) ; hag ul levr barzhonegoù ha luc'hskeudennoù gant Gilles Pouliquen, Menez Are (2003). 
 
Embannadur : Here 2017 Golo gwevn 146 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 200 g. Embanner : Skrid   ISBN : 978-2-9551541-2-0 
  | 
  12.00 € TTC    Er stok  | 
 
 
  |