
|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Goulc'han Kervella
Etre ar bloavezhioù 1960 ha 1980 e c’hoarvez an istor. Emzivad eo ar paotr yaouank Roman. En un atant bihan eo bet desavet, e Kêr Anna, e parrez Trelez etre Plouneour-Traezh ha Ploueskad, e arvor Bro-Leon.
Un den pinvidik ha galloudus eo aotrou maner Kêr Anna, perc’henn an tiegezh o chom e Pariz. Bep bloaz e teu da hañviñ d’e genkiz, gant e wreg, e vab hag e verc’h. D’e driwec’h vloaz eo kemeret Roman da vevel er maner, hag evit ober war-dro ar c’hezeg ivez.
Anaoudegezh a raio Roman gant Francisco, ur marc’heger sirkuz, o troial er vro. Digantañ e pako ar c’hleñved nevez a ra kalz a zistruj e-touez an dud yaouank, ar Sida. Kaset e vo Roman kuit eus ar maner...
Embannadur : Mezheven 2026 Golo gwevn 154 fajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 210 g. Embanner : Skrid ISBN : 978-2-9588270-1-4
 |
11.00 € TTC  Er stok |
|