
|
Levr e brezhoneg Rummad : Barzhonegoù
Skrivagner : Herve Bihan
Girzhier, touflezioù, kerreg, morenn, kinvi o c’holeiñ ar vein… Digor-frank war ar vro karet eo barzhoniezh Herve Bihan, intret gant ar glav, lusket gant skrilhadeg an amprevaned, luskellet gant tonnoù ar mor.
Dindan pluenn an aozer e teu an elfennoù-se, avat, da vezañ treuzskeudennoù, arouezioù eus an amzer o tremen, eus ar memor o steuziañ hag eus hor yezh kabestret.
Sed aze ton pennañ al levr-mañ: melkoni c’hwek ha c’hwerv rak an traoù karet o vont da goll. Garmoù kounnar, c’hoarzhadennoù, bommoù taolet a-strew, a zeu da regiñ trumm lusk berr ar gwerzennoù, da hejañ a-frapadoù elevez dous an hiboud-se.
Bez’ ez eus goanag o sevel koulskoude, ha pa vefe er c’hlemmvan, ha pa vefe a-vouezh izel. Rak gouzout a ra an aozer diouzh galloud didrouz ar gerioù, diouzh an arm dibar a zo eus ar varzhoniezh.
En deñvalijenn e teu ar barzh da vezañ ur gedour, ur manac’h digenvez o tigejañ hon teñzorioù kuzh, un diouganer o c’hortoz an navet tonn da zont. Ha pep ger digantañ a gemer blaz an trec’h.
E fin al levr e vo kavet ivez pevar c’hronik liesseurt a denn d’ar varzhoniezh, ma’z eus anv eus Nolwenn Korbell, eus The Doors, eus “Kanenn ar C’hanennoù” hag eus ar Verbered.
Embannadur : Here 2026 Golo gwevn 94 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 135 g. Embanner : Skrid ISBN : 978-2-9588270-2-1
 |
10.00 € TTC  Er stok |
|