
|
Levr e brezhoneg Dastumad Gwalarn
Skrivagner : Herve Bihan
An torkad pennadoù-mañ tennet diouzh kronikennoù embannet a sizhun da sizhun zo un digarez da vroudañ ar vrezhonegerien da lenn pe da adlenn labour hag oberenn diziouerus Gwalarn.
Mont da heul barzhonegoù, danevelloù, pezhioù-c’hoari Roparz Hemon, Abeaozn, Maodez Glandour, Kenan Kongar, hag all. Hag ivez mont da heul diaraogourien evel Tangi Malmanche bet o seveniñ gweledigezh Spered ar Vro…
"Sed amañ deizlevr ul lenner touet ha n’eo ket ur studiadenn ouzhpenn. Gwrac’h eo Herve Bihan gant hol lennegezh. (…) C’hoant en deus bet kontañ, rannañ e blijadur gant ar re all, ambroug anezho ha n’eo ket reiñ kentel dezho." Erwan Hupel
Embannadur : Here 2026 Golo gwevn 156 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 160 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-38190-053-7
 |
12.00 € TTC  Er stok |
|