(Skeudenn ebet)
|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Luis Sepúlveda Troet gant : Fulup Kloareg
Birvilh zo en El Idilio, ur gêriadenn war wrimmenn koad Amazonia: kavet ez eus bet en ur birogenn korf marv ur chaseour.
Raktal e klask ar maer lakaat ar muntr war chouk an Indianed shuar. N’eus nemet unan o klask gouzout hiroc’h: Antonio José Bolívar, ur paotr kozh a gas e amzer o lenn romantoù karantez. Hennezh a oar diouzh ar goadeg don; daoust ma n’eo ket unan eus ar Shuared e vez degemeret ganto tost evel unan anezho.
Anat dezhañ piv zo kiriek: ur jagwarez, ul loen espar, kaer ha fin, bet pennfollet hag heskinet betek mont e gouez.
A-benn neuze e rank an hini kozh dilezel e romantoù karantez, mont tre e-kreiz ar c’hoad en arbenn d’al loen gouez meurdezus. Leun e galon a druez, a estlamm, a zoan hag a zoujañs e klask Antonio José Bolívar adsevel kempouez bresk an natur, bet trubuilhet gant stultennoù diskiant mab-den.
Embannadur : Here 2026 Golo gwevn 130 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 140 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-38190-050-6
 |
15.00 € TTC  Er stok |
|