
|
Levr e brezhoneg Dastumad Korventenn
Skrivagner : Laurence Lavrand
Jeu a sav etre Lydia hag he merc’h Rachel, pemzek vloaz, pa ziviz ar plac’h yaouank bezañ vegan. Strafuilhet eo ar vamm o soñjal pegen dañjerus e c’hellfe seurt reol-voued bezañ evit ur grennardez, hag hegaset Rachel gant emzalc’h he c’hamaladed lise a ra goap outi, hag hini he mamm, a ra koulskoude he seizh posubl.
C'hoariet ez eus bet troioù-kamm dezhi el lise, zoken Piv a glask bezañ drouk outi ? Perak e tro he mignonez tostañ kein diouti ? Hag he muiañ-karet, daoust hag e c'hell kontañ warnañ da vat ?
Gant ur QR Code evit selaou an istor.
Embannadur : Mezheven 2026 Golo gwevn 74 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 75 g. Embanner : Lennomp ISBN : 979-10-979769-4-1
 |
7.00 € TTC  Er stok |
|