|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Margaret Atwood Troet gant : Alan Martel
En he romant Istor ar Vatezh Ruz e tezrevell Margaret Atwood diskar ar stad a wir e Stadoù-Unanet Amerika, moarvat e dibenn an ugentvet kantved. Renet eo ar vro, anvet Republik Gilead, gant puritaned eus ar strishañ.
Da heul gwallzarvoudoù nukleel, saotradurioù kimiek ha gwallreuzioù all eo aet feur genel ar boblañs war zigresk en un doare drastus. Un digarez evit ar renad nevez da zistreiñ d?an ?talvoudoù hengounel?, hag evit saveteiñ an denelezh ? gouez d?ar vistri ? da lemel o holl wirioù ha frankizoù digant ar merc'hed en ur reiñ dezho kefridioù arbennik.
Setu penaos eo bet rediet ar merc'hed frouezhus da vont da vatezh. Gant saeoù ruz ha koefoù gwenn e vezont gwisket ha dre heg e vezont lakaet da barañ gant pennoù uhelañ ar renad ha da zougen o bugale.
Setu amañ istor unan eus ar mitizhien-se.
Embannadur : Eost 2018 Golo gwevn 440 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 355 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-87-7
|
15.00 € TTC Er stok |
|