|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Charlie Grall
Labourat war ur steud-lazhañ moc'h !
Bed al labour e gounezvouederezh Breizh. Birvilh bolitikel ar bloavezhioù 1970 hag al labour tenn en ul lazhti. An testeni a ginniger deoc'h el levr-mañ, en ur vont da heul Lanig Kervilzig e-pad un devezh labour e ti Pêr Moc'h, a zo talvoudus evit rentañ ton ar bloavezhioù-se.
Kontañ a ra deomp ar vuhez en ur stal lazhañ moc'h, al labour start evit an holl war ar steud, an diaesterioù evit difenn gwirioù sokial an dud, ar sindikad, taolioù gwidreüs hag argarzhus ar mestrañs... hag huñvreoù kaer un den yaouank o tizoloiñ bed al labour, al labourerien,
ar politikerezh ha war an dro o teskiñ pegen diaes e c'hell bezañ, gwechoù 'zo, klask «cheñch penn d'ar vazh» e Breizh.
Un istor gwir ha talvoudus eta, en ur stumm-skrivañ bev-buhezek, e servij istor sokial pobl Vreizh.
Embannadur : Meurzh 2021 Golo gwevn 178 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 165 g. Embanner : Al Lanv ISBN : 978-2-916745-42-8
|
10.50 € TTC Er stok |
|